c'houlz ma voat sot aoüalc’h evit lusqellat ar vugale. Arça, bremâ pa hon eus leinet, cont deomp un nebeut eus da avanturiou.
Gouzout a rit, tad Simon, penaus ar varichalet a so eo em associet evit sicour an tremenedi n’o deus qet a labour, pa ne deo qet dre o faut. An etablissamant-se a laqa an oll dud eus ar vicher-se da veza camaradet. Na lezont qet unan d’en em laqat en hent hep mont d’er c’hundui, ar pez so bet erruet ganén evel gant ar re-all. Al livret so er godel, gant pehini e zoar sur da veza recevet mad partout, ha da gaout labour, ar pez, a drugare Doue, n’en deus cazi james manqet dìn, rac va livret so en regl. Gallout a rafen conta dêc’h meur a dra divar benn ar vroyou a meus guelet ; mes re bresset oun da vont d’ar guêr. Cavet emeus avichou ouvrierien ha na voant qet savant, darn all en em gundue fall. Hopa-la, emedòn-me ; na reomp qet evel ar re-se, rac me ve ar c’henta trapet : profitomp, er c’hontrol, deus o sotoni ; labouromp ferm ha mad ; na frecantomp nemet pautret a fêçon ha labourerien vad ; neus nemet da c’hounit ganto. Guelet a ren hac a zispigne o arc’hant qerqent evel mo devoa er gonezet, a yê da redec an dançou, an nosveziou, an hostaliriou. O velet se e lavaren : Dioüal, Glodic ; laqa eves ; espern ; gallout a rafes c’hoari da benn evel un all ; mes n’eo qet evit se out deut da ober da drô ; pa vezo echu ar blijadur, e selli en da yalc’h, ha ne gavi netra ebars. Ur sotoni eo dispign an arc’hant da brena ur c’heuz ;