Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/131

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
125
a Vontroulez.


Bonjour, Rannou, eme Simon, emedòn o paoues sortial eus a dy Neuder. — Ho servicher humbl, eme Rannou. Grêt oc’h eus-hu un affer benac gantàn ? — Nan. — Goas a ze, rac gouzout a ràn en em glêm, hac e ven fachet bras o c’houzout ne rafe qet mad e gommerç. An den-qèz na ra nemet lavarat drouc diouzìn ; mes, m’en assur dêc’h ne meus nep cassoni outàn, hac e clêmàn anezàn eus a greiz va c’halon da veza jalous evel ma zeo ; mes, n’ouffen petra da ober. — Contant bras oun, eme Simon, ous ho clêvet o comz evelse, Rannou. — Oh ! va Doue, eme Rannou, neus netra simploc’h. Digaç a rit-hu deomp un dra benac a nevez, tad Simon ?

Neuze en em leqejont da gauzeal eus o afferaou, ha Simon a verzas eno un toullad mad a varc’hadourez. Entretant e clêvjomp un disput vras e ty an amezec marc’hadour ispicer. Calz a dud a voa chommet da zelaou, hac hor boe ivez ar guriosite da vont da velet petra voa sujet an disput.

Beza voa en diabars ty an ispicer un den en ur goler ar vrassa, hac en em glême da veza bet tromplet var ar poez, en eur brena calz a varc’hadourez. Roet emeus ar priz-se dêc’h, emezàn, rac credi a ren e voa al livr a c’hoezec onç a roec’h dìn. Certenamant n’em bije biqen er paeet qen qer, m’am bije gouezet ne voa nemet al livr a bêvarzec onç. — Ha me, eme ar marc’hadour, n’em bije ivez biqen o guerzet dêc’h ar memes priz qenebeut, ma vije bet