Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/136

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130
Simon

deut e vemprou da veza soubl. Ret eo caout un tam mezer, var behini e vezo taulet güin-ardant, ha frotta mad e gôf hac e ziou groazel gant an tam mezer-se. Digueri a rêr e zivrac’h en bras, en ur laqat anezo da zont ha da vont, var zu e gorf, buanna ma eller, epad ma vezo unan oc’h hija e gôf gant an dorn. E qeit ha ma vezer ous e frotta, e zeo ret dêvi dindan e fri, mes gant attantion, allumettes souffret, pe autramant hirliqa e frounellou gant bleo ur bluen trempet er güinêgr, hac e tioüaller da c’hoeza en e c’hinou, anes cavet un anaoudeguez vad eus ar vedicinerez.

Epad an oll operationou-se, ur re benac a dolo un dram sene en ur scudellad dour berv, hac a dremeno an dra-se dre ul lien, evit rei ul lavamant ; ur c’hart-heur goude ec’h ell rei c’hoas un all, e pehini e vez mad laqat pemp greunen emetiq. Ma na ve qet a sene, e vezo distrempet un onç butun da fumi. Pa gommanço an den beuzet rei ur sin benac a vuez, e vezo ellet rei dezàn ul loyad benac a vïn-tom. Arabat eo e nep tra en em digouragi : guelet a so a na deue d’ar vuez, nemet goude meur a heur eus ar brassa soignou roet dezo evelse.

Arça, arça, eme unan eus an auditoret, cede aze avad hac a so mad da c’houzout ! Mes, autrou Simon, lavarit dìn un dra : va merc’h so bet o chom e Montroulez, elec’h m’e deus disqet ampesi, hac e fer bremâ coeffou ar merc’het er guêr ; mes alies en em glêm demeus ar boan benn ha demeus ar boan galon : petra