Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/143

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
a Vontroulez.

goal exempl, eme Simon. Ma velàn netra a dristoc’h eguet un tieguez disordren, nac ur viç horruploc’h eguet ar goler. Guelit hac an den-se neo qet hanval ous ul loen furius ! Ne zeus nep moyen da ober netra dioutàn er moment-mâ. Laqomp e vreg hac e buguel eu ur plaç disanger, rac aoun e teufent da veza victim eus a arrach ar miserabl-se, ha lezomp anezàn e-unan, livret d’e dransport barbar.

An avis-se eus a Simon a voe heuillet. Dastumet e voe an den furius er gampr, epad ma rojot un all d’ar vreg ba d’e buguel. An transport da behini e zoa en em livret ar miserabl, en devoa grêt un effet qen terrubl en e benn, qen n’en devoe qet aoüalc’h a nerz da resista ous netra. An deiz varlerc’h er c’havjot astennet var e guein ebars en e vele, hep mouvamant, hac en o trailla comzou hep suit, hac en eur stat an horrupla. An oll sicouriou a voe inutil, hac e varvas hep dale.

An evenamant-se a laqas un troubl bras en hostaliri. An intanvez qèz a roas un exempl caer, dre ar glac’har güirion a zisqeuzas demeus a varo e goas. — Ne allien qet e gassât, emezi : va fried e voa, ha tad d’am buguel. — Simon a Vontroulez a voe glac’haret o velet se, hac a lavare : Ra blijo gant Doue beza teulet ur sell a visericord var ar maleurus-se ! Ra vezo deut dezàn ur sqeud a rêson, evit e sclêrigenna en e voment diveza, evit laqat ar c’heuz da antren en e galon ! O inclination dangerus ! pehini a ell rei ar maro hep lezel aoüalc’h a anaoudeguez