Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/144

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
138
Simon

evit en em reconcilia gant Doue ! Pedomp evit ar miserabl-se, ha reqetomp ma teuyo e fin derrubl da veza un exempt spontus ha saluder evit qement den so douguet d’ar goler, d’an ancouâ eus a zeveriou a gristen er vuez-mâ, hac eus ar feiz er vuez da zont !

Simon a Vontroulez en devoa re a humanite evit nonpas sonjal d’en em informi eus a betra e teuje an intanvez hac ar buguel. Ar vreg-se a voa deus a Lannion, e pelec’h e voa bet qemenerez, hac a vouie ivez ervad ober brao ar gueguin. Disqeus a eure da Simon an testeniou mad e devoa digant person côs a Lannion, den venerabl meurbed, ha Simon a angajas anezi da vont gantàn bete Sant-Yan-ar-Bis, e pelec’h en devoa ur mignon côs person, hac a raje e bossubl evit e flaci mad. Ar vreg qèz na vouie penaus disqeuz e oll anaoudeguez da Simon. Qement e devoa souffret e compagnunes e goas, ma voe un druez e guelet. Erruout a rejomp e Sant-Yan, ha Simon a redas d’ar presbytal, evit intercedi e faver an intanvez. En em boqat a reas an daou vignon côs. Ar brava e voe arrenjet an affer etrezo. Ar person venerabl en devoa justamant collet e blac’h ar sizun arauc, ha var se, Simon a ziredas da guerc’hat an intanvez hac e buguel, pere, goude rapport avantajus Simon, a voe recevet diouc’h-tu e servich an A. Person, gant ar bromessa da zisqi ar buguel, da c’hortos ma vije capabl da antren er scolach.

Arça, eme Simon d’an intanvez, cetu c’houi hac ho puguel e ty ur person mad ha venerabl.