Ar Person. — Hac én vez dre chanç histor an daou vreur Marcel ?
Simon. — Justamant. Petra, Autrou, anavezet oc’h eus-hu anezo ?
Ar Person. — Penaus ! ne zeus qet ouspen seiz bloaz em boa guelet ar pautr a-fêçon Louis en e ferm. Er mintin-mâ, e creiz va sermon, e sonjen ennàn hac en e vreur.
Simon. — Ha me, en eur selaou ac’hanoc’h. Mes, mar deus seiz vloaz noc’h eus qet guelet Louis, ec’h ellàn assuri dêc’h ne anavezit qet c'hoas e oll brosperite.
Ar Person. — Tleout a rafec’h, Simon, conta deomp an histor-se.
Simon. — Ah ! dam, an dra-se a vez un nebeudic hir da gonta.
Ur Paisant. — Eh bien ! guell a se, autrou Simon : mar qerit caout ar vadelez-se, e reot deomp calz a blijadur.
En em dastum a rejot endro da Simon a Vontroulez, ha goude beza passêt ha frottet e dâl diou pe deir guech, e commancas evellen :
Na zit qet da gredi, va mignonet, e zeo ur rismadel an histor e zàn da gonta dêc’h. Güir eo, hac evit preuven eus a se, cetu amâ an A. Person, hac a anavez coulz ha me an dud eus a bere e zàn da gomz dêc’h. Hoguen, selaouit eta ac’hanon, ha grit ho profit eus ar pez a glêfot. Cundu ar re-all eo a dle hon disqi d’en em
13