Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/153

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
147
a Vontroulez.

drêti an anevalet ; e blijadur a voa assommi ar chaç, ar c’hicher, pe da deuler mein gant ar yer, pe gant loened all. An oll habitujou fall-se a grenvae ennàn, hac e voa êzet dija guelet en avanç e tleye dont da veza ur sujet fall.

Me voa qet evelse eus a Louis : qentelliou e dad en em engrave mui-ous-mui e calon ar buguel a-fêçon-se, evitàn da veza ar yaouanca. Avichou e tigueze dezàn ober reprochou d’e vreur, pa er guele oc’h ober un action fall benac, ha meur a vech e voe scòet gant Jerom, abalamour d’ar reprochou-se. Louis en devoa naturelamant ur c’haracter laouen ; gouscoude en devoa momentchou hac en rente trist, occasionet dre ar chagrin da veza ignorant, ha da nonpas caout ur voyen benac evit ellout en em instrui. Dre forç da glasq penaus dont a benn da gontanti e c’hoant, e teuas en e speret ur sonch da behini en em arrêtas crac. Mont a ra da dy ar Person, hac e lavar dezàn : Autrou Person, me so goal maleurus ! — Perac eta, va buguel ? Clêvet emeus gouscoude lavarat a zout ur pautric mad, hac e talvezes guelloc’h eguet da vreur. — Oh ! Autrou Person, va breur zo ivez ur pautr a-fêçon, sepet ma zeo un nebeudic intourdi, — Petra eo eta a chagrin ac’hanout ? — Abalamour n’ouzon qet lenn. Oh ! ma credfen, ho pedi da zisqi dìn lenn, A. Person… Me rento dêc’h neuze an oll servichou eus a bere e ven capabl.

Ar Person a voe estonet hac anchantet eus ur seurt goulen eus a beurs ur buguel qen