yaouanq, hac en devoe ompinion vad dioutàn, Consanti eure eta da zezir Louis, ha cetu én leun a joa o vont bemdez da lavaret e guentel da dy ar Person. Ne voe qet ret dezàn nemeur a amzer evit gouzout lenn, rac calz a c’hoant en devoa da veza disqet, hac e studie muia ma elle. Ar Person a gare qement anezàn, m’en em resolvas da laqet Louis da boursu e studi. Disqi a eure eta dezàn lenn, scrifa, chiffra, etc. Ne meus qet ezom da lavarat dêc’h penaus, istre an traou-se oll, e voa Louis instruct mad demeus a vouirioneou ar religion, hac en devoa un devotion vras.
Epad qementse, Jerom a voapae assiduite e vreur, hac er c’hasse da bourmen, pa lavare Louis dezàn disqi ivez un dra benac. Defautou Jerom a deue da veza viçou, dre ma vrassae. Da bêvarzec vloaz anfin, e voa dija deut a benn da laqat caout aoun dioutàn, ha da veza cassaet tro vardro ; n'en devoa mui evit camaradet nemet tri pe bêvar sujet fall eveltàn, pere na dalvezent qet nemeur a dra.
Pa voe arruet an daou vreur d’an oad a bemzec hac a c’hoezec vloaz, an tad Marcel o galvas un deiz dirazàn, hac a lavaras dezo : Va bugale guèz, cetu c’houi bremâ deut en oad da sonjal labourat d’ho fortun, ous en em rei da zisqi ober un dra benac. Na meus qet a beadra d’ho laqat da zisqi ur vicher, gouzout a rit se ervad, coulz evel ar boan ameus o veva. Cetu amâ uguent scoët, pere ameus dastumet gant calz a boan evit o c’honservi dêc’h. Rei a ràn