Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/161

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
155
a Vontroulez.

pe oc'h ober ul labour all benac, en deveziou na vijent qet a servich. An dud qèz-se o devoa ur sommic bian e corn o sier. Ar sujedou fall a lavare e voant avaracius, ha Jerom a sonjas e veritent aoüalc’h e vije c’hoariet un dro dezo.

Ur mintinvez eta, e reas ar vân da veza clàn, ha da nonpas ellout mont d’an exerciç gant ar re-all. Epad ma voant absant, e fouillas o sier, hac e qemeras vardro anter-cant-scoët. Neuze e sorti eus ar c’hasarn da droqi e uniform ous dillat bourc’his, hac e quittas Roason, en ur guemer an hentchou trô, evit miret da veza arrêtet.

Redec a reas dre an hentchou-se buanna ma elle, hac e renqas alies cousqet er meaz, evit nonpas en em exposi da veza qemeret en tyez e pere ec’h elje caout repu. Goude beza baleet en ur fêçon qen fatigus nôs ha deiz, ec’h erruas e Sant-Malo, rac obliget e voe da vont hac adreus hac a bed evit pellât dious an hent-bras. Sònjal a eure arreti eno, hac e laqas en e speret e vije qen assuret eno evel elec’h all, ha dre m’en devoa achappet bete neuze, ne dleye caout nep aoun. En effet, un dra estonapl eo guelet en devoa gallet achap ous an archerien, pere ne vadinont qet gant an desertourien, ha Jerom a voa er memes amzer desertour ha laer. An isçu vad-se a rentas anezàn hardissoc’h, hac e sonjas cuntinui da ober e vicher, pehini a gave profitabl, hac a seblante dezàn êzet. Na sònje qet penaus lagad ar justiç a so bepret digor var an dud eus e bar ; penaus