Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/165

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
159
a Vontroulez.

Mes an trista figur a voa hini ar paour-qèz recevour. Jerom en devoa casset gantàn an arc’hant, epad ma chomme ar recevour hep nep ressourç hac evit otach etre daouarn an archerien furius. Guelet a rimp divezatoc’h ar pez a erruas gantàn, evit beza en em lezet gonit gant ur frippon.

Jerom a c’haloupas eta var marc’h an archer, bete ma coezas al loen paour epuiset gant ar fatiq, maro-mic var ar plaç. Al laer Jerom a bellâs neuze deus an hent, hac a antreas en ur c’hoad evit en em reposi hac evit conta e arc’hant. Daou c’hant scoët a voa eus anezo. Biscoas Jerom n’en devoa guelet qement all. En em gredi a eure ur moment capabl da zeport peb evenamant possubl. Ar fals apparanç-se na badas qet pell-amzer ; rac, epad ma voa c’hoas o sellet ous e denzor, e velas dirazàn daou den demeus a ur min spontus meurbed, pere a laqas o fistolennou var gouzoug Jerom, en ur goulen digantàn ar yalc’h pe ar vuez.

Ar paour qèz Jerom a leusqas ur griaden hac a guezas var e guein, evel pa en devije dija recevet pemp pe c’houec’h bouled en e benn. An daou vrigant en rassuras, en eur lavarat dezàn : na pez aoun ebet ; n’hon eus ezom nemet da arc’hant, ha na rimp droug ebet dit. — Oh ! mes, jarnidiaoul, autrone, eme Jerom, clêvet em boa atao lavaret penos ar bleizi n’en em debrent qet an eil eguile. An enor ameus da veza deus ho micher, hac e rit aze un action divalo, en eur laeres ur c’hamarad. — An