Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/168

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
162
Simon

d’an douar. — Maleurus ! eme ar galeour, deport a ren ac’hanout amàn, evit en em vengi… Dide eo, d’as consseillou fall hac infam e tleàn ar maleur eüzus da zouguen ar chaden-mâ eus a infamidigues hac a gonfusion ! falvezout a rê dìn ivez e teuje de veza an instrumant demeus va venjanç ! Peneverdout, na vijen qet bet un torfetour ; te eo en deus grêt dìn coumetti va c’henta crim, en eur dont da angagi ac’hanon da laeres arc’hant ar gomedianet. Va diveza crim eo ur muntr ; mes er c’houmetti a ràn evit delivra ar bed demeus a ur monstr.

Er fêçon-se ec’h êchuas Jerom, goude beza tremenet dre an oll renqou eus ar c’hrim. Venjanç an ên ha venjanç al lezennou en em laqa deport avichou ; mes an den coupabl na achap james dezo, hac en trapout a rear abred pe divezat.

Cetu aze un exemple goal derrupl, eme ar Person, ha capabl da laqat ober reflexionou serius. Offr a ra evit certen ar breuven eus ar guirioneou a brezeguen er mintin-mâ. Mes, Simon, hoc’h auditoret a so contristet oll. Lavarit deomp bremâ, evit hon joaüssat, eus a betra eo deut ivez ar paour qèz Louis, epad ma qerze e vreur maleurus varzu e goll. An histor-se, a gred din, a vezo consolantoc’h eguet an hini oc’h eus contet.

Oh ! ia avad, eme Simon ; calz e zeo muioc’h consolant, evel ma zit d’e c’hlêvet.


————