Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/169

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
163
a Vontroulez.





CHABISTR XXXVI.


Fin demeus a Histor an daou vreur Marcel, contet gant Simon a Vontroulez ; cundu vad ha prosperite eus a Louis.


Pa en em separas Louis demeus e vreur, e Qemper, eme Simon, e troas varzu Montroulez. Hed e hent, na rê nemet sònjal eus a betra e teuje Jerom ; rac aoun en devoa e vije arruet un dra benac a fall gantàn. Neuze, o tont da sònjal ennàn e-unan ivez, e lavare : Petra e zàn-me da ober ? Eus a betra e teuin-me, pa vezìn arruet e Montroulez ? Un nebeut discadurez a meus ; mes penaus e laqat da dalvezout ? Na anavezàn den eno evit va frotegi ha va sicour d’en em blaci. Ar pez a ellàn da esperi, eo da antren er servich en un ty benac, ha gouscoude, ar vicher-se na blich qet dìn nemeur. Contantoc’h e ven calz da chom var ar meaz ha da veza labourer douar. Guelet a ràn ar re o deus douarou, o chom hep tenna qement a brofit diouto evel ma ve elfet en ober. Gant an nebeudic a ouzòn, ec’h ellàn c’hoas disqi meur a dra util : gallout a ràn studia ar pez so scrifet var an avantajou bras a eller da denna eus a labouriou an douar. Ma elfen dont abenn da gresqi leve ur perc’henner mad benac, va fortun a ve gret, marteze. Gue-