lomp, en em decidomp : arabat eo antrepreni meur a dra ; ret eo en em attachi da unan hepqen, hac en em delc’hel dezàn en antier. Ia ; mes da biou en em adressìn-me evit parveni da se ? Mes, deomp bepret en hent : bolontez Doue ra vezo grêt !
Gant ar sonjesonou mad-se, Louis a valee bepret, hac ec’h erruas e Montroulez, hep beza gallet contanti e c’hoant. En em adressi a eure da veur a autrou, evit tachout da gaout ur plaç benac ; mes inutil e voe se. Ah ! eme Louis qèz, peguen êzet eo d’an dud-mâ tenna ur buguel paour demeus ar vizer, en eur laqat anezàn da zisqi ur vicher benac ! Me so sur ma carfet qemer ar boan da interrogi meur a vuguel abandonet d’ar baourentet, e vez cavet en o zoues meur a hini a rofe satisfaction hac a rafe enor d’an dud o devefe bet ar vadelez da guemeret interest enno ; mes nan, na brizeqet sellet outo, var digarez ma zint guisqet fall. Neus forç a se ; na gollomp qet a gourach, ha sonjomp e misericord an Autrou-Doue, pehini na abandono qet ur buguel carguet demeus a volontez vad.
En ur gomz evelse dioutàn e-unan, e voe galvet e stal ur marc’hadour, pehini a c’houlennas digantàn petra a glasqe. — Autrou, eme Louis, e clasq ur plaç benac ez oun, hac e meus c’hoant bras da veza occupet ; mes gouscoude e tleàn lavaret dêc’h e vez guelloc’h ganén beza labourer douar, eguet n’eus forç petra all. — Eh bien, va buguel, eme ar mar-