Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/172

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
166
Simon

placet e ty tud a-fêçon ; en em gundu mad, bez honest, ha na acounac’ha biqen da veza christen mad. Deus d’am guelet, pa deui d’ar bourg.

Cetu Louis eta instalet, hac o cundui e loened d’ar parq. An occupation-se ne blije qet dezàn nemeur ; mes qemer a reas e barti, en ur lavarat dioutàn e-unan : commançamant so da dout; grêt mad ameus bepret accepti, rac manqout a ren va fortun o tont da refusi. Courach, Louis ; nout qet destinet da chom pautr-saout hed da vuez ; en em rent util, hac hep dale e vezi necesser.

Ar pez en desole, e voa da nonpas caout arc’hant evit prena levriou. Sonjal a eure neuze ober ul labouric benac evit gounit, hac en devoe soign da nonpas touch eus e c’hajou, evit gallout caout peadra da brena levriou, rac var an dra-se eo e fonte un esperanç vras. Eus a lec’h all, qement a soign a guemeras eus e loened, na ellas qet ar fermier manqout d’en em appercevi eus a se. James na vije clàn ur vioc’h, ar c’hreyer a voa propr ha yac’hus, goujied mad e voa dindan an anevaled. Qer qempen e talc’he ar pez a vije confiet ennàn, ma voe meur a fermier hac a c’hoantae Louis. Mes Louis en devoa clêvet lavarat alies e zeus atao muioc’h a brofit o chom el lec’h ma zoar, eguet o redec a deo hac a gleiz. Hac ouspen se, re galon vad en devoa evit ancouat ar c’henta plaç en devoa cavet.

Qerqent ha ma ellas, e scrifas d’e dad, evit