rei dezàn da anavezout e bosition. Scrifa eure ivez d’e berson venerabl, digant pehini en devoa recevet e oll descadurez, hac e confias dezàn e zesseign. Ar person carantezus-se n’en devoe qet qentoc’h recevet lizer e scolaer, m’en em hastas da laqat renta dezàn tri pe bêvar levr en devoa, var ar voyenou da denna profit bras eus an douarou. Dies bras e vez despeigni ar joa a zantas Louis en eur receo al levriou-se. En em laqat a eure do studia gant ur gourach ar vrassa ; o c’hass a rê gantàn d’ar parq, hac epad ma voa e loened o peuri, e voa azezet dindan ur vezen, hac eno e lenne, e vedite, evel un den savant en e gabinet.
Abars ur pennad amzer goude, Louis en devoe gant ar fermier ur gonversation pehini e zàn da rapporti dêc’h.
Ar Fermier Bertaud. — Louis qèz, contant bras oun diouzout. Ur pautr rar out, hac emeus calz a obligation dit, abalamour d’ar soign vras a guemeres deus va loened. Gouzout a ràn e zeus proposet dit brassoc’h gajou eguet a c’heus amàn, hac e c’heus o refuset. Qementse so mad eus da beurs, hac a brouv e zout ur pautr a-fêçon. Mes na fell qet dìn evit se e colfes, hac e pretandaàn ober did ar memes avantajou evel o deveus qinniguet re-all did.
Louis. — Anaoudec mad oun dens ho madelez, Bertaud ; mes un dra all am bez c’hoant da broposi dêc’h.
Bertaud. — Pehini eo, va mignon ?
Louis. — Confianç oc’h eus-hu ennòn ?