douar hep rapport, na douar côs a voa confiet dezàn : an oll douarou a voe laqet da rapporti ; ne voe mui qestion d’o lezel da reposi hep produi netra, mes d’o labourat gant soign vras, da denna dioute ar muia profit, da implija gant ingin ar guella teillou. Louis a reas prajeyer tiryen, pere na anavezet qet nemeur er vro. Bertaud, pehini en devoa dalc’het bete neuze d’e routin ancien, na vele qet hep chagrin an experiançou deus al labourer yaouanq ; gouscoude e conte qement var e anaoudeguez, ma en leze da ober, en despet d’e oll chagrin ha demeus a voaperezou ar fermerien all deus ar c’hontre.
Mes pa velas e penn ar bloa an iscu mad eus a labouriou Louis, ha talvoudeguez e ferm cresqet eus ar c’hart pe deus an anter, e saillas gant joa vras ous gouzoug Louis, en eur boqat dezàn eus a voeled e galon. Al labourerien all, d’o zro, a sellas ous an traou-se oll gant eston vras, hac un nebeut a jalousi. — Ne zepant nemet diouzoc’h, eme ar pautr honest Louis, da ober qement all, ha da gaout ar memes avanlach. Douar mad ha pinvidic oc’h eus, hac a royo qement hac a c’houlennot outàn. Gouezit hepqen e laqat da dalvezout ar pez a dal. Ar brassa tenzor eus a Vreiz a zo en ingin al labourerien douar. Al labourerien douar eo a ell ober eus hon brô ar pinvidica eus ar bed. Ma carfe ar Vretonet beza fur aoüalc’h, e laqafent o oll soign da se, hac o defe grêt calz evit beza puissant ha pinvidic.
15