Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/178

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
172
Simon

devoe lec’h da reza contant. An daou berson a voe charmet o clêvet bugaligou o repeti a vemor ar Reglamant ar Furnes, pehini a gaver e fin an lnstructionou Christen evit an dud yaouanq, disqet dezo gant Louis, hac a voa bet troet e brezonec gant ur migon da Simon a Vontroulez.

Pa voe echuet tout, ar Person côs ha Marcel a falvezas dezo retorn d’o bro. Douciq, eme Louis ; gouzout a ràn, maleurusamant evidòn, ne all qet an autrou Person chom amàn, rac ezom so eus anoezàn en e barros evit cuntinui da brezeg ha da rei sqüer vad d’e barrossionis ; mes c’houi, va zad ; c’houi, va zad qer, a renq chom amâ ganeomp bete ma teuyo Doue d’ho qervel. Neo qet güir, Annettic ? En em laqat a rejot oll en dro dezàn, evit ma consantche da chom, rac c’hoant en devoa da zistrei d’e vro gant e berson venerabl. — Selaouit, tad Marcel, eme Bertaud, arabat eo ober chagrin d’ar vugale guez-mâ ; côs omp hon daou : chomomp assambles tout, evit beza testou eurus eus a voneur hor bugale guèz, O c’hlêvet a rimp o lavarat comzou douç, hac an dra-se a zigaço deomp sonch eus hor yaouanqis, hac hon divertisso, epad ma c’houlonterimp etrezomp ur podad gist, ar pez na vanq qet deomp amâ, graç da Louis ; rac ho mab eo en deus plantet an oll guez avalou a velit dre amâ. Hac a hend all, tad Marcel, n’eo qet em zy e vezot : e ty ho mab eo e vezimp, rac qement a velit amàn a apparchant da Louis ha da Annettic ; na fell dìn