Gant plijadur vras ivez e meus guelet calz a dud ous en em saludi, pa dremene an eil e qever eguile, pe ous en em rancontri ; rac ret eo sònjal penos ar salud-se en em rapport da Zoue. Guelet hon eus ivez penos, ellec’h qemer ar c’hig hac ar farz deus ar plat gant ar biziet, evel a rêt e meur a dy, en em servicher bremâ demeus a ur fourchettes. Ne vezo mui clêvet an estranjourien o lavarat ne de na propr na civiliset ar Vretonet, evel a lavarent guechal.
E certen contreou, dreist oll pa avancer etrezec Treguer, e vije clêvet, gant un dic’hout ar brassa, ledouedou ha blasfêmou an horrupla, evit an disterra tra ha dre habitud : bremâ, dre c’hraç Doue, na glêver qet qen alies comzou qen grossier ha qen indign ous ur Breton hac ous ur c’hristen mad. Mes gant poan emeus guelet en ul lec’h benac, o qemeret plijadur o c’hissa ar chass var tremenidi, hep sònjal er pez a elje arruout goude, coulz evel ameus ivez guelet tud o caout disput hac ous en em ganna, hac an asistantet, e lec’h o appesi hac o separi, a excit anezo e peb fêçon. Oh ! ma sonchfet er suitou terrubl eus an disputou hac eus ar gannou-se, ha peguen vil eo da ur Breizad en em livra da ur seurt arvest qen dic’houtant, e teufet da santimanchou muioc’h generus.
An deiz varlerc’h, goude beza dijuniet, e qemeris conge digant va mignon Simon a Vontroulez, hac e prometis dezàn ober va fossubl evit ober c’hoas ur veach gantàn, qenta ma vije possubl dìn. Simon a zisqeuze beza con-