Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/187

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
181
a Vontroulez.

tant bras eus a se. En em boqat a rejomp a greiz calon, ous en em souheti ur yec’hed mad, hac en em separjomp.

En em occupet oun bet abaoue va distro, da scrifa an dra-mâ, hac e teziràn, va mignon lenner, ma ello va levr dont d’ho laqat da dremen ur moment benac a blijadur, pa ho pezo un tamic amzer d’e lenn. Desirout a ràn, dreist oll, ma laqafot e profit unan benac eus a avisou mad Simon a Vontroulez. Bremâ, pa anavezit anezàn, songit ennan ur vech an amzer. Pa vezot tentet da ober un dra na approuvo qet ho consianç, songit en Simon a Vontroulez, gant e benn moal, e lagad lemm hac e valvennou guenn, ha laqit en ho speret e lavar dêc’h : Goustadic ; goustadic, va mignon !… Troomp hon teod en hor guinou qent comz, hac en em roomp an amzer eus ar reflexion qent agissa. Mar grit droug, ec’h arruo calz a zroug ganêc’h…

Pa velot ho mignonet disposet da ober un action fall, lavarit dezo : Simon a Vontroulez a gonseill da ober an dra-màn-dra, ha da nonpas ober an dra-hont ; rac se, selaouit Simon a Vontroulez. Credi a ràn, va mignon lenner, mar grit evelse, en em gavot mad ; hac e tleàn lavaret dêc’h e zòn bet en em gavet mad evit va lod, hac emeus songet alies : Simon a Vontroulez en devoa rêson ; trugarez vras, Simon a Vontroulez.

Ma en em appercevàn ec’h erru qement all ganêc’h, e prometàn rei dêc’h ur recit eus ar

16