Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/191

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




ŒUVROU DALIF


SIMON A VONTROULES.




AVERTISSAMANT


Eus a gompagnun Simon a Vontroulez, e pehini e tisqer penaus ec’h echuas ar personach-se.


Goude beza arrenget an afferaou am galve e Guerlisqin, en em rentis em famill ; hac un devez benac goude, e qemeris ar resolution da scrifa ar recit demeus ar veach am boa bet ar boneur da ober gant va c’hamarad Simon a Vontroulez, pehini e zoc’h o paouez lenn.

Va brassa plijadur eo, pa zàn da bourmen var ar meaz, ha se alliessa ma ellàn, caout em godel un draïc benac a vrao da lenn d’am mignonet, p’en em gavàn en o zoues. Se a laqas em speret da ellout, un devez benac, jouissa deus ar memes plijadur, en eur lenn dezo al levr-mâ.

Marteze ivez e zeus antreet ennòn ur c’hreunennic benac a vanite, pere o deveus intereset un nebeudic va zamic orgouill, o sònjal e zen da gomposi ul levr, pehini, marteze, a deuje da blijout d’am c’henvrôïs divar ar meaz ; rac, peguement benac ne ràn qet a brofession da