Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/194

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
188
ŒUVROU DALIF

en devoa an experianç, pehini a dalvez aour. Qement en devoa guelet ha clêvet gant e zaoulagad mad hac e ziouscouarn subtil, en devoa disqet dezàn da voderi e c’hoantchou ha d’en em gontanti demeus a nebeut, sepet ma en devije estim an oll, tra demeus a behini na elle doueti, pa zeo güir ne voa cazi affer ebet var behini na zeuet d’e gonsulti, na nep decision important qemeret gant nicun eus e amezeyen, hep beza bet da guenta tout approuvet gantàn. Muioc’h a dud a laqe d’en em accordi, eguet na rê ar barner a beoc’h ; na rê gaou nemet d’an avocadet ha d’ar procuroret, en eur diminui ar procesou ; ha ma en em gavje unan benac en devije drouc outàn abalamour da se, an hini en devije conservet ar santimant fall-se, a vije en em viret mad d'en avoui, rac aoun d’en em renta cassaüs, pe d’an nebeuta ridicul.

Sonch oc’h eus ivez michanç, en devoa an tad Simon grêt un tamic studi benac en e yaouanqis, o veza bet destinet d’an etat a vêleg ? An instruction-se, pehini a voa bet util dezàn epad e vuez, a voa deut da veza evitàn ur ressourç meurbed precius en e gôsni. An amzer na vige qet implijet da labourat er jardin, pe d’an afferaou var bere e consultet anezàn, a gonsacre d’al lectur ha da laqat var baper reflexionou hac ur sonjeson benac.

Gant an traou-se e voa occupet pa yis expres, ar bloaz tremenet, da velet anezàn da Vontroulez. Qemeret e vije evit unan eus ar seiz den fur ancien eus a vro ar Grecianet o studia