Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/197

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
191
Simon a Vontroulez





FURNEZ


Simon a Vontroulez.


————


Pa voan guechal o poursu va studi, e scolach Crec’h-Joli, pehini a servich da brison vardro un daou-uguent vloaz benac so, e tisqjot dìn e voa bet en amzer ancien, e brô ar Grecianet, seiz den a hanvet fur. An hano-se, peguement benac ma zoan yaouanqiq, a gavis goal gaer, hac a excitas ennòn ur mouvamant a ambition, a behini, pell bras goude, n’em eus qet bet lec’h da gaout qeuz. Fur ! a lavaren-me diouzòn va-unan ; mar comprenàn mad ar pez a sinifi ar gomz-se, na ell beza netra a uz da ur fur. Petra eta a so ret evit beza ur fur ? Ha ret e vez caout ur guinidiguez vras ? Bah ! an darn-vuia eus ar re o deus disqet dìn histor an oll vroyou, na yoant qet muioc’h eguedòn. Ha ret e vez beza pinvidic ? Allon ta ! Beza e voa en o zoues da bere em bige grêt an aluzen. Ha ret eo beza savant bras ? Eh bien ia c’hoas ! Unan eus anezo en deus lavaret e petra e consist ar sqiant necesser : En em hanavez da-unan. En em hanavezout hon-unan ! Seblantout a rê dìn ne voa qet se un dra dies. Laqat a ris eta em penn da zont da veza ur fur ; ha qendrec'het