Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
Simon

oc’h, tad Simon , da sonjal er guis-se, rac an amzer neo qet favorabl ; na rêr netra, hac ar c’hontributionou a so spontus. — Gouzout mad a ràn, eme Simon, n’en deo qet pinvidic ar vrô hac e zeus calz a gargou da baea ; mes anzav a reot dìn penaus, ma na ouffen qet se, ne alfen qet nemeur en em doueti , hervez ar pez a velàn amâ. Cetu dre aze nombr bras a varc’hadourien pere a seblant dìn güerza mad a oüalc’h o marc’hadoures. Fachet bras oun gouscoude da velet ar re na verzont nemet c’hoariellachou ous en em disober eus anezo buannoc’h eguet ar re a offr traou util. Emedoc’h o paouez prena goalinier ha dantelezou da orni ho pried, ha pa vezo deut an amzer yen, e vanqo dêc’h marteze un tapis mad a c’hloan ; ha neuze e leverot na ellit qet er prena, dre ma oc’h eus ho contributionou da baea. Clêvet a ràn dija ac’hanoc’h o vurmuri a enep ar mêr, evel pa ve se deuse faut ; hac a enep ar gouarnamant, evel pa elfe paea die ar vrô hep ho sicour. Elec’h murmuri hac en em glêm, na raec’h-hu qet guelloc’h o labourat ha dastum ? Al labour a chasse ar vizer, hac an dastum eo en ampech da zont.

Pa zistrois da Vontroulez demeus va diveza beach, na gavis mui nemet tyes a gommerç, nemet goaset, graguez ha bugale pere en em avise da gomz evel pennou scanv eus a afferaou ar gouarnamant, ha da gontrolia qement a rêt. Epad an amzer-se al labour a chomme a blat, hac ar vizer a errue e trein vad. — Parbleur ! emedòn-me, ober a rit aze traou caer, hac