Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/200

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
194
ŒUVROU DALIF

caout var ar re-all ur superiolach a anaoudeguez, pehini, gant ar facilite a anavezet atao ennòn evit parlant en public, a rê dìn beza sellet gant an oll evel ur seurt oracl. Meur a sermoner en em gafe eurus da veza selaouet gant an attantion a accordet dìn, pa guemeren ar gomz e creiz va c’hamaraded, ar pez, tleout a ràn en anzav, a errue ganen aliessoc’h eguet ma presten va diouscouarn d’o discoursiou. An homach-se pehini a rentet dìn gant madelez, a gontante va vanite, ha n’em boa qet ur merit bras da veza ur buguel mad, pa zeo güir ne grede den en em avisa d’am c’hontrolia na d’am dislavarat, hac e clasqet oll va c’hompagnunez cazi evel un enor. Gouscoude e zeo güir lavarat en devoe an dra-se grêt dìn qemer a nebeudou an habitud da zevel va fenn, en hevelep fêçon, peguen berric benac ma voan a daill, em bije gallet êzet aoüalc’h douguen cravaten un tabouriner-major.

An dra-mâ na voa nemet ur Vanite sot ; mes an hini en em sell adreus dre e vanite, a sell ur pez a bêvar real adreus dre ul lunedou melen, hac er c’hemer evit ul louis aour, pe, mar qirit guelloc’h , gant ar seurt lunedou-se en em veler a aour hac ar re-all a guëvr. Se eo justamant ar pez a erruas ganén ; ous en em gomparachi d’ar re-all gant ar gomplêsanç-se evidòn va-unan, en em accustumen, hep sònjal, d’ar c’hoant da zont da veza ur personach important. Ma sònjeu er stat a vêleg, pehini a voa c’hoant em bije bet, en em ber-