Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/205

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
199
Simon a Vontroulez

çon-se un dizurz a drein un all var e lerc’h. Na hanavezit qet eta c’hoas ar princip : Peb tra a dle beza grêt en e amzer ? Pa ve maniet mad ar c’hartou, ar figuriou n’en em heuillont qet. Mar qemerit d’an hazard al lodennou deus ho labour, el lec’h en ober diouc’h-tu, e vezot digoncertet oll o velet goude-se n’en em ajustint qet mad assambles. Meuze e rancfot ober a nevez, ha n’ho pezo achuet nemet ul loden, d’an ampoent ec’h eljec’h beza echuet tout.

He bien ! petra êru ganeoc’h ? Bremaic e canec’h, ha bremâ e zoc’h contristet ha digourajet. Ha se a vez abalamour ma velit an dud didalvez-ont o pourmen hac e rafent deoc’h ober sonjesonou trist ? Mes qent c’hoantât o doare, e vez ret d’an nebeuta en hanavezout ; rac peb-hini a voar, evel a leverer, e pe blaç e ra poan e voutez dezàn ; peb-hini a zant ar galeden en deus en e droad ; mes nonpas ar goutou a dourmant un all. Piou a lavar dêc’h penaus hen-a-hen neo qet devoret dre ur chagrin bras benac, pe anfin gant un dra benac all ? Unan marteze a red da glasq ur sicour benac en deus ezom ; eguile marteze a so oll boulverset gant an dispit, pehini n’en deus qet roet dezàn ur moment a repos etro pad an nôs ; ennont all, peguen fier benac a seblant beza eus e zanvez, en em gavo marteze varc’hoas maleürus bras. Qement a vrill neo qet aour ; al lapous-nôs a goez var ar preòn luguernus, ha nonpas var ar scrillic bian. An den pinvidic na bouez qet muioc’h eguet un den all, ha mar ranq caout