Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/206

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
200
ŒUVROU DALIF

qezeg, e zeo ret e vez ar sourciou pounner bras da zouguen. Cousqet mad oc’h eus tranqil ; gounit a rit ho tevez en peoc’h. Suffisant eo se d’hoc’h ezommou ; n’en doc’h-hu qet eta qen pinvidiq hac an darn-vuia eus ar re na gavont james o deus aoüalc’h ? Sellit dious ar vreg paour-se, carguet a vugale, hac a c’houlen an aluzen : mar qirit eva ur bannac’hic nebeutoc’h, ec’h ellit c’hoas rei dezi un tam bara evit hirio. Eus a betra en em glêmit-hu eta ? Un den a so pinvidiq, va mignon, hac a dle en em estimout eurus, pa ell, goude beza en em bourvezet eus an traou necesser, caout ur guenneguic benac gounezet gantàn. Mar deus unan benac na ellit qet sellet a faç, e clêmàn ac’hanoc’h ; mes ma n’en deus den ar pouvoar d’ho laqat da stoui ho taoulagad, e lavarìn e zeo d’ar re-all da avia ho stat.

Rac se eta e tepant diouzoc’h da excita an avi ha da veza exant eus a se. Bezit prudant bremâ hac en amzer da zont ; da lavaret eo, menagi mad implich hoc’h amzer, evit tenna ar muia profit dioutàn ; ha menagit ivez ho counideguez, evit beza en musur vad a enep ar pez a elfe c’hoarvezout.

Varc’hoas eo deiz ar repos : penaus e zit-hu d’en implija ? Sonjit ervad penaus ar repos hac an didalvoudeguez, n’en dint qet ar memes tra. Ar repos a so util ha necesser ; beza didalvez ne deo james mad da netra, hac a denn mil droug. En em discuiza rear en eur varia an occupationou, ous en em rei d’ar jeuyou a