Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/209

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
203
Simon a Vontroulez

cavont. Cetu anfin ar bosterite miserabl-se ous en em groasi assambles evit anjandri ar gassoni, ar venjanç, ha mil goalen all pere hor bije pellet diouzomp gant prudanç, moderation, hac en eur evita dreist oll da chom didalvoudeg.

————


Mes n’en deo qet tout, va mignonet, caout ar brudanç a ra evitout an drouguiou demeus a bere e zòn o paouez comz ; evit beza fur, e zeo ret c’hoas caout an nerz a brodu ar mad hac a zisq supporti an drouc na ellomp qet da ampech.

An nerz a so ur geant pehini en deveus tri vrec’h : ar gourach, ar berseveranç, hac ar baciantet ; agissa ra gant ar c’henta, en em gramponi a ra gant an eil, hac en em harp gant an drivet.

Ar gourach ! a lavarot-hu ; mes se eo vertuz ar soudard pehini a ya da affronti an dangeriou, ar fatig eus ar brezel ha canoniou an enemiet. Güir eo ; ezom en deveus, ha dre c’hraç Doue, n’eo qet én a vanq en hor brô. Mes, examinomp, mignon lenner, ma n’en deo qet un nebeut necesser deomp ebars en hor gondition humbl, ha ni a so pourvezet mad eus anezàn. Me bari, hep mont pelloc’h hac hep sortial diouzomp hon-unan, e cavimp en hor c’hreiz adversourien aoüalc’h, evit hon oblija da veur a gombat pere a rayo eprouvi hon c’hourach.