Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
a Vontroulez

e qemerit ur fêçon vrao evit diminui ho contributionou ! Cuntinuit da fumi, da feneanti, hac ho pezo souden ar blijadur da velet hoc’h amezeyen o tont da veza pinvidic divar ho coust, ha da ober goap ac’hanoc’h. Comprenet o deveus se ; commancet int da labourat gant courach, ha cetu ma n’en em glêmont mui bremâ. Grit ivez evelse, va mignonet, ha ne santoc’h qet ar bouez eus ho cargou. Ne zeus qet a vrassoc’h cargou eguet ar re en em roomp hon-unan dre ar feneantis hac an dissipation.

Ha n’en deo qet ho mab-hu eo a velàn duont o c’hoari dinçou, e pelec’h e coller an arc’hant, peguement benac e c’honezer ive diouc’h-tu ? Penaus e souffrit-hu se ? N'a ouzoc’h qet eta, Fanch, ne zeus habitud ebet qen dangerus da zelc’hel evel ar jeuyon hazard ? Beza zo lezennou mad a zifen bep seurt jeu fall evel ennes, ha calz a re-all eveltàn, hac ec’h autorisit ar re a vanq dezo, en eur laqat anezo da c’hounit ! Gouzout a rit-hu petra eo ur c ’hoarier ? Un den eo pehini a gommanç dre goll an arc’hant a apparchant dezàn, goude-se arc’hant an hini so sot aoüalc’h da bresta dezan, hac a achu peurvuia da laeres e dad pe re-all, pa na ell caout credit.

Ha c’houi, Yan, ma n’eo em dromplàn qet, e velàn ho merc’h occupet bras o selaou ur c’hanjoler, pehipi a gont dezi falibolennou, Hervez fêçon an amourous-se, e veler ne glasq nemet amusi ho merc’h. Laqit evez mad, Yan ; ho merc’h a rafe guelloc’h serri he diouscouarn