Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/214

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208
ŒUVROU DALIF

an oll gouliou. Ar marc’h a fell dezàn hija e zamm, ne ra nemet e zirengi, ha caout muioc’h a boan ; ar c’hanval paciant pehini a dreuz an dezertjou en eur douguen commod e garg, en em accustum da se evel da un tort ouspen. Ar c’hlanvour n’en em yac’ha qet, en eur leusqel mallosou var e boan ; an dranqilite eo a ell en douçât. Paciantet eta, c’hoas ur vech, el lec’h ne zeus qet guelloc’h da ober.


————


Cetu petra eo, va mignonet qer ; Ma ouzomp beza prudant en hon sonjesonou, en hor c’homzou hac en hon actionou, moderet en hon deziriou, sobr en hor plijadurezou, ec’h ellomp evita an darn-vuia eus ar boanniou a accabl qement all a dud ; mar domp ferm en hor bolontez, courajus en hon antreprenanç, actif ha perseverant en hon labour, e tleomp obten estim ha satisfaction ; mar domp paciant er boan hac en adversite, e touçaimp da viana ar boan na ellomp qet da evita ; an esperanç a souten ac’hanomp, ha Doue a zalc’ho deomp comt demeus hon resination.

An dra-se so güirioneou meurbed simpl ; ha gouscoude e meus ranqet, evit o anavezout, caout bloaveziou a observation hac a reflexion varnòn ha var ar re-all. An experianç pehini a meus grêt, ne deveus qet lezet da goustout dìn avichou un nebeut qer ; rac, mar talvez an experianç an aour, e laqa alies en em baea