Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/219

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
213
Simon a Vontroulez

a receo anezo. Rêson an hini crénva n’en deo ar guella nemet evit ur moment, rac beza e zeus un dorn crénvoc’h c’hoas eguet an hini crénva : dorn ar Justiç eo. Ar bleiz a ell cass gantàn un danvad ; mes souden ar chasseer a laz ar bleiz. Mar jen droajou hoc’h amezec ac’hanoc’h pe a vir ar guel ous un dra diouzoc’h, an outrajou hac ar brutalite na laqint qet ac’hanoc’h muioc’h en hoc’h eaz, hac un disput na chencho qet an affer en ho profit. Qement a elfet gounit a vez da rei ur vaz evit ho canna. Un explication a ell preveni un division ; mes ar c’homzou fall ne dint james mad ; hac an tolliou na reont qet muioc’h a vad d’an afferaou eguet d’an dud. Neo qet a dolliou baz ec’h accomoder ar scudellou, na gant youadennou ec’h accorder ur violonç ; ret eo ajusti sioulic tamou unan, ha selaou an ton eus eguile. Ret eo da bep-hini laqat un tamic eus e gostez e traou ar vuez, hac e zint guelloc’h. Greomp un dilèz deus an dra-mâ evit caout an dra-hont ; ar voyen eo d’en em glêvet ha da veva en union. Ar frouez pere en em voasq an eil ous eguile, a ampech an ear hac an eol da sqei varnezo, ha na veüront qet mad ; mes ar re ne dint qet stardet etrezo, a deu da veza caer ha meür. En em glevomp evelse, evit ma jouisso peb-hini eus e zroajou, ha na droublomp den en exerciç demeus e re ; rac, ur vech c’hoas, ar goler hac ar vrutalite a so preuvennou a anvi ha nonpas a justiç.

An nerz pehini hepqen e deus rêson, va