Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/227

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
221
Simon a Vontroulez

en eur repeti o discoursiou ; dre se, ar re-màn ne dint qet nebeutoc’h coupabl, rac ar c’hloc’h na rafe qet a drous, ma na vez qet a ear da gass pell e voubou ; hac ar gurun na vez qet clêvet o stracal, anez an ecleo pehini a ra dezàn en em ruilla ha diruilla ebars er gounabrennou. Mes, n’en em adressàn qet d’an dud miserabl-se, eus a here an En hac ar bed a ra justiç abred pe divezat : falvezout a ra dìn hepqen avertissa va lennerien honest da evita peb amportamant en discussionou, evit nonpas lezel james achapi injuriou pere a elfe attaqi an enor, hac offanci an den er pez en deus a breciussa. Sònjit ervad penaus ur gomz fall a so alies dangerussoc’h eguet ur fêçon fall da agissa. An interest, ar garantez evidomp hon-unan memes, a ell beza reparet ; mes an enor… james. Ur gomz hepqen a so aoüalc’h evit digass da sonch ous mil gomz ancounac’het, ha pa zigor ar gouli, an teod a so ul lancettes ampoesonet.

Credi a ràn, va mignonet, mar talc’hit cont eus ar pez e mon o paouez lavarat dêc’h, e tisqeuzint dêc’h ar voyen da nonpas offanci den en e bersonnach, nac en e fortun, nac en e enor, da laqat en em respecti c’houi oc’h-unan ; anfin, da nonpas en em gomprometti nac en em angaji en nep affer fall gant den. Hac evit se, evel a velit, ne zeus james ezom da sacrifia ho troajou hoc’h-unan, memes pa zint legitim. Mes ret eo gouscoude sonjal er princip : qement so permetet, neo qet bepret