Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/228

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
222
ŒUVROU DALIF

honest. Evelse, dre exempl, al lezen, pehini na ell qet rigoriusaraant gouzout en avanç qement a ell erruout, e deus dleet posi certen termen da dalvoudeguez certen angajamanchou, evit diarben an difficulteou a elfe dont deus o badelez hep difin. Mes, ne zeus qet a dermen evit ar gonscianç : evit m’en em gredo qittes an den honest, neo qet aoüalc’h ne alfet mui goulen netra outàn ; ret eo en devez accomplisset e angajamanchou, Er c’hâs-se nac e meur a hini all, interrogit eta ho conscianç, ha na invoqit enep dezàn benefiç al lezen, nemet e qement ha ma zeo a accord gant al lealdet.

Guelomp bremâ ar pez a sell ous ar rapport oc’h eus gant an dud all, ha tremenomp d’al loden all eus va jurisprudanç.


————


Pa en em associit gant unan benac evit ur c’hommerç, pe un antreprenanç, e rit un arranjamant evit m’en devezo peb-hini e lod er profit, ha ma suporto peb-hini ivez e loden deus ar c’hargou hac ar c’hollou. Er memes tra eo er societe ; hac evit jouissa deus an avantajou a assur da beb-hini, eo ret ivez da beb-hini en em soumetti d’ar sacrifiçou a c’houlen. An avantajou-se so principalamant da voarantissa an den ha droajou an oll ha re peb-hini, a enep attacou ar re grén ha mechant ; evit se e zeo ret e vez ur gouarnamant, un adminis-