Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/234

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
228
ŒUVROU DALIF

veza galvet da dest dirac un tribunal ; un nombr bras a Vretonet o deus ar gonditionou necesser evit beza jureded. Eur garg meurbet dilicat eo ounnes, a behini na ellont qet en em exanti ; mes ret eo anavezout ervad an obligationou a c’houlen.

Evel test, e zeo ret hepqen disclêria ar pez a ouzoc’h var an affer a occup ar justiç. Tleout a rit lavarat ar virionez en antier, ha netra nemet ar virionez : presta rit ho sermant dirac Doue ha dirac an dud. Ma teufe dêc’h, dre un testeni faus, laqat acquitta un den coupabl, e vec’h responsabl dirac an oll deus an oll grimou a elfe coumeti goude-se. Ma tiguesfe d’ho fals-testeni laqat condaoni un den inoçant, e vec’h scòet dre ar memes poan eveltàn. Arabat eo d’ar responsabilite-se dont doc’h arrêti ; rac an hini en deus e gonscianç nêt hac e intantion pur, na dle qet reculi dirac nep dever ; hac a lec’h all, ma vec’h accuset injustamant, ne garfec’h qet e vanqfe d’an appel an test a dle ho justifia. Anfin, ma noc’h eus qet aoüalc’h a galon evit ma suffiso dêc’h ar motif-se, evit ma teufe an dever da ober dêc’h en em renta, sonjit emedi an amand ase a enep an test absant.

Evel jured, ar fonction a so huelloc’h. Selaou a rit an accusation gant un attantion ar vrassa, an testou, an difin, en ur gomz, ar pez a hanver an debat, ha neuze e respontit d’ar guestionou a zo poset gant presidant al lez ; cetu aze qement a c’houlenner diganêc’h, cetu aze tout hoc’h affer. P’o c’heus selaouet mad, ha