respontet ia, pe nan, gant ur gonviction certen, n’oc’h eus qet d’en em inqieti deus a gonsecanç ho tisclaration ; neus forç petra e vent, n’en doc’h responsabl eus a netra all nemet eus hoc’h attantion ha deus ho feiz vad, hac ec’h ellit cousqet tranqil. Gra ar pez a dleez, erruo ar pez a ello : repetit ar maxim-se deus ar just diouzoc’h oc’h-unan, ha n’ho pezet nep morc’het. Na rit qet, dreist oll, evel ar re bas a speret, a meus rancontret ur vech benac o vont d’ar juri, digoncertet oll, ha resolvet mad da nonpas respont nemet d’ar pez a elfe acquitta an oll dud accuset. Cetu aze ur justiç caer elleal ! Trêti an den coupabl evel an den innoçant, ha ne deo qet se outragi emàn ? ne deo qet se trahissa ar societe ha comprometti e surete, oc’h agissa er guis-se ? Ha ne deo qet anfin ul lachete hac un dislealentez ? Comprenit guelloc’h, va mignonet, an dignite eus ho fonction a jured ; ha sònjit penaus ar privilach da veza barnet gant tud ingal dêc’h a so caer aoüalc’h, precius aoüalc’h, evit ma en em efforçot d’e veritout ha d’e gonservi, ous en exerci gant fermder, gant courach, ha gant oaz. Ar c’havalier a so difennet e benn gant ur c’hasq mad, a vez sot aoüalc’h d’en teuler pell dioutàn, abalamour ma caffe anezàn re bounner.
Cetu aze petra eo, va lenner qer ; cetu aze va
jurisprudanç, Ne deo nac hir na savant, mes
20