rojou va c’har, mes nonpas rojou va montr. Grit eta guella ma ellot, eus ar pez a zere ouzoc’h, ha na vanqit qet da guemer cusuill var ar pez na ellit qet da c’houzout.
Simon a Vontroulez.
Na meus qet ar bretantion da veza doctor
e nep tra, hac e medicinerez nebeutoc’h eguet
en oll draou all. Mes, mar en deus roet an Autrou
Doue dìn ur greunennic speret vad, e zeo
evit en em servicha outàn, hac e credàn e tle
ar speret vad en em applica da dout. Evelse,
dre exempl, dre ma zeo an darn-vuia eus hon
disgraçou hac eus hon chagrinou ar frouez
eus hon sotoni, un niver bras eus a glénvejou
hac eus a viseriou corporel, eus a bere e
zomp afflijet, a broven ivez hepqen demeus
hon extravangançou. Ar sqient a dle hon
disqi da zialbenni ar seurt poanniou-se, a so
ur seurt medecinerez, herves ententamant an
oll, hac eus a behini ec’h eller oll en em instrui,
hep mestr nemet an daoulagad, gant un
nebeudic a observation hac a reflexion. Ar
vedicinerez a breservation-mà, ma vez genera-