Nan, na ouffen qet concev ur maleur brassoc’h eguet an hini da nonpas anzav e zoar mam, da gaout aoun ous an tiltr a dad, ha d’en em gredi forcet da abandoni e vuguel. Mes, beza e zeus unan hac a deu ractal goude emàn, pehini eo da gaout d’en em reproch an ignoranç, an disuffisanç, an defautou, ar viçou, cundu fall ar buguel hon eus savet ; da ellout en em lavaret eo : Grêt fall ameus va dever, na meus qet grêt ar pez a dleyen da ober ; lêzet e meus va mab da gresqi en didalvoudeguez, lêzet e meus corrompi calon va merc’h ; ne meus roet dezo na qentelliou nac exemplou ar vertuz. Beza so en dra-se peadra da ampoesoni ar gôsni ha d’e feurgarga a gueuz hac a zisplijadur ; rac dever ur vam n’en deo qet hepqen da laqat er bed ha da vaga he bugale ; dever un tad n’en em dalc’h qet hepqen d’o beva deus e c’huezen ; tleout a reont c’hoas dezo magadurez an ene hac ar galon, an descadurez a ell ober diouto tud a zoujanç Doue, labourus ha fur ; tleout a reont dezo dreist oll an exempi vad, a so crénvoc’h eguet ar guelennadurez ; rac ar gavric a heuill he mam, memes en hentchou dies, hac a zisq sailla evelti var ar meneziou huella. Mar oc’h eus c’hoant ne vez qet ho mab atao d’ho carg, e zeo ret dêc’h en laqat e stat da c’hounit honestamant e vuez ; ma noc’h eus qet c’hoant e rofe ho merc’h chagrin dêc’h un devez da zont, e zeo ret engravi en he c’halon carantez Doue, hini ar vertuz, hac offr dezi ar scüer.
Ha bezit sonch mad penaus, evit se, ar