Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/255

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
249
Simon a Vontroulez

assuret da chom exant a reproch ; mes, evel ma emedi peb-hini eno, evel ma en deus peb-hini e diq, e zeo ret, etre daou bried, beza induljant an eil en andret eguile. Mar deo clàn ho creg, neo qet gant criadennou pe dre goal-drêtamanchou ec’h essait yac’hât anezi, mes rei a rit dezi an tizan a so ordrenet gant ar medicin ; an defautou a so ar poanniou deus an ene pe deus ar c’haracter, hac ar baciantet eo ar baum pehini hepqen a yac’ha ar seurt poanniou-se. Na anlever qet un defaut gant ur guchen bleo, ha neo qet gant tolliou e souplaer ar c’haracter. Gouezit ervad penaus an humor hac ar jalousi na ampechont qet un dra fall, mes ec’h ellont rei ar sonjeson ; rac an hini a sonch e trahisser anezàn bac a reproch se hep rêson, a inspir avichou ar c’hoant da veritout ar reproch. Tachomp da gaout sonch ous se ; mes na ancouaomp qet qenebeut penaus ar c’hartou hac ar voutaill, ar gadalez hac ar vanite, a so adversourien an tieguezou ; ha bezomp sonch mad ivez penaus al labour, ar gundu fur, ar gonfianç, an douçder, ar Vadelez a so an instrumanchou melodius gant pere e ranqer c’hoari assambles evit beza priejou mad.


————


Beza so ur boneur eus a behini emeus bet qeuz alies da veza bet privet : da gaout ur breur pe ur c'hoar, p’evit guelloc’h, o daou assambles. Credi a ra dìn em bije o c’haret eus a greis va