Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/256

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
250
ŒUVROU DALIF

c’halon. Ma vijen bet ar c’hossa, e santàn en em rajen un dever hac er memes amzer ur blijadur vras da veza evito evel un eil tad, d’o zicour, d’o froteji, da bartaji tout ganto, ha da offr dezo exempl vad. Ma vijen en em gavet ar yaouanca, hac o devije douguet soign dìn, an anaoudeguez vad e devije ajoutet d’am affection. Ah ! crén e vijemp bet a enep an oll isçuou ; rac breudeur unisset etrezo a form evel ur paqad goulas, pehini a ell resista d’an oll effortchou crénva, epad ma zint errêet mad. Ar famill e devije prosperet, en eur labourat a accord, daou a ra muioc’h eguet pêvar pere a labour pep-hini deus e gostez. Ma na fell da ur vrec’h sicour eben, na rêr nemet labour baour, ha pa refus unan eus hon diou c’har da vale, eben na za qet pell o campinocha. Guelit an edifiç construet gant un tuchen merrien, e pelec’h al loenedigou-se en em entent hac a agis e commun ; ul labour burzudus eo ; mes sqignit ar famill, hac e velot an nebeut a ello ober peb-hini e particulier.

Bezit sonch eus ar guirione-se, c’houi pere a jouis eus ar boneur-se pehini n’am eus qet anavezet, ha sonjit e zeo evelse, rac Doue a vinig an union hac an affection etre breudeur. Ar santimant-se, pehini a gommanc cazi gant ar vuez, e so unan eus ar re a dle tremen arauc tout ar re-all, ha padoud muioc’h eguet an darn-vuia, ma n’en deo qet torret gant effort dre ur viç a garacter pe dre disancionou eüzus. Ha memes, en diveza câs-se, va mignonet, e