Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/259

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
253
Simon a Vontroulez

beza vez c’hoas gouscoude un dra benac da ober, rao én eo ar c’henta a so bet util dêc’h, d’an ampoent na dleye netra dêc’h, ha ne vez qet fall ec’h alfec’h qemer d’ho tro ar memes tra en e andret. Evelse eo, da viana, e comprenan dever an anaoudeguez etre an oll ; mes etre mignonet, e zeo guelloc’h eguet se ; ar servichou mad n’en em gonlont qet ; ar circonstançou a zecid ; eurussoc’h an hini a ell ar muia ! Oblija ha goulen, ha dreist oll, hep e rei da santout, demeusa a se eo e renqer beza capabl, mar qerer caout ivez mignonet goestled mad.

Evit an deirvet tra, va lenner qer, cetu hi amâ : an hini a guz e sonjeson dêc’h, an hini a voar falz-meuli, ha na voar qet pardoni, ennes neo qet ho mignon ; rac ar güir vignoniach a sonch huel, a gomz bepret güir, ha na vir james cassoni.

Dre an trejou-se eo ec’h ellit anavezout mignoniach ar-re all, ha prisout ivez oc’h-unan an hini oc’h eus en ho calon. Ha laqit evez mad dreist oll, d’en em drompla var ur poent : remerqit mad hac én ne ma evit netra an interest pe ar vanite er seurt santimant a sònjit santout ; rac lausqentez ha mez so da nonpas clasq ur mignon nemet evit tenna ur servich benac dioutàn, hac eus a lec’h all, e zeus chanç a revin pe a humiliation, ous en em attachi dre vanite ous tud hupetoc’h eguedomp. An huel-var neo qet mignon d’an derven, mes un truanter bepqen, pehini en em stag outàn hac

22