Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/260

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
254
ŒUVROU DALIF

a vev eus e sustanç; ar barbedic paour savet e-lochen ul leon, hac a leine gantàn, a voa qen nebeut e vignon, n’en devoa cazi netra eus a restajou e vestr puissant, pehini un devez, o tepord e lein, a lonqas anezàn.

Evitomp eta an dangeriou-se, hac evit jouissa ervad eus a zouçder ur santimant qen nobl, choasomp hor mignonet, hac en em disquezomp mignonet mad.


————


Beza e zeus certenamant er bed nebeutoc’h a guezeg eguet a verrien, da lavaret eo, en oll e zeus muioc’h a re vian eguet a re vras ; pe, en ur fêçon all, e zeo nombrussoc’h ar servicherien eguet ar mestri. Pa ma an dra evelse, ha pa na eller chench netra, e seblant dìn e vez evit ar guella da bep-hini qemer e barti, d’en em arrengi gant furnez en e gondition, ha da veva en union vad.

Alies e meus clêvet mestri ous en em glêm demeus o servicherien, hac e tlean avoui o devoa alies rêson ; mes guelet a meus ivez alies pere o devoa o lod eus ar gaou ; hac er c’hâs-se, em bije lavaret dezo : Cetu c’houi drouc-contant eus an dud-se a servich ac’hanoc’h ; mes petra oc’h eus-hu grêt, me ho ped, evit o angaji d’ho servicha guelloc’h ? Beza ez oc’h-hu bet bepret just en o andret ? Noc’h eus-hu qet bet exijet diouto netra en tu-all d’o nerz, pe a elle o humilia ? Beza oc’h eus-hu lealamant paet o