Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/261

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
255
Simon a Vontroulez

servich ? N’oc’h eus-hu qet o zrêtet gant mepris pe grueldet ? Ha mar o deus bet ezom diouzoc’h en eur maleur benac, accordet oc’h eus-hu dezo sicour ha protection ? N’o deveus-int qet ellet biscoas en em autorisa demeus hoc’h exempl evit mancout a brimder, a gourach, ha memes a brobite ? Ar mestr infidel d’e zeveriou a risq nonpas caout servicherien fidel bras. Nebeut aoüalc'h a meus grêt va servicha, hed va buez ; o caout prontoc’h ha commotoc’h da ober va labour va-unan, ne meus james bet re a afferaou gant an domistiqet. Mes beza em boa da viana va marc’h, eus a behini n’em bije qet allet en em dremen, hac ec’h ellan lavaret ne vànqe qet a guerc’h dezàn goude e labour, na vije james sammet en tu-all d’ar pez a elle douguen gant rêson, ha pa e meus en guelet scuis, e meus gouezet rei dezàn repos. Hoguen, na gollen netra, m’en assur, rac e oaz hac e gourach am paee ampl eus a guement-se ; hac ar pez am charme muioc’h c’hoas, e zoa attachamant al loen qèz-se evidòn. Respont a rê d’am mouez, hac e vije lavaret e voa eurus da senti memes d’am gest. Pa renqet tremen ur rivier vian pe ur poull benac, e pignen var ar maniqinou, hac al loen mud a gommance neuze da gourriziat eus a greis e galon, gant ar joa en devoa ous va douguen, peguement benac, m’en assur, n’eo qet diminui ar bouez eo a renn. Doueti a ràn calz en devije grêt ar fouet nac ar vas ober dezàn mont guelloc’h endro eguet an drêtamant vad a ren dezàn. Bepret e zeo