Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/263

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
257
Simon a Vontroulez

hac ho pez preferet servicha, hoc’h affer a so barnet, hac ho clemou o deveus graç fall ; rac, al lapous a fell dezàn dibri e c’hreun canabr er gaouet a renonç da alc’huez ar parq. Ma na ellec’h ober netra a velloc’h, oc’h eus c’hoas, herves ma ententàn, calz muioc’h a c’hraç fall o vurmuri a enep ar mestr a ro dêc’h, evit ho servichou, ul logeis ha boued, pere na c’honesfec’h qet penevertàn. Arça, eus a betra en em glêmit-hu ? Da servicher feneant, peb mestr a so exijant ; da servicher infidel, mezvier pe gourmand, an urz vad hac ar vijilanç a seblant avariçdet ba disfianç ; da servicher insolant, un urz pe un avis mad a seblant un outrach pe ur reproch. Examinit eta, me bo ped, ha n’en deo qet dre ho faut eo oc’h eus droug dious ho mestr. Guelit dreist oll hac an anvi na dourmant qet un nebeudic hoc’h ene, ha na inspir qet dêc’h cassoni a enep an hini so huelloc’h eguedoc’h, hac en deus pouvoar d’ho commandi. Ah ! va mignon paour, mar doc’h gant se, marteze ec’h anviit-hu sourciou goassoc’h eguet ho re ; rac, sonjit ervad : ur vech ho labour grêt en conscianç, e zoc’h trêtet mad, sur eus a voued hac a vele, ha noc’h eus mui nemet reposi tranqilamant. Mes ho mestr, eus e gostez, en deus afferaou all en e benn : ha n’en deo qet ret dezàn sonjal hep cess en oll ezomou deus an ty, ha ma pourvezo da bep tra evit ar famill hac evidoc’h ? Ha goude se, ha gouzout a rit-hu c’hoas penaus, marteze, epad ma servichit anezàn, n’en deveus qet én