Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21
a Vontroulez

e voa un den yaouanq o voela. — Petra oc’h eus-hu eta, va buguel ? eme Simon a Vontroulez. — Hoc’h histor eo, a respontas an den yaouanq, a re dìn qeuz bras ; rac mar deo en em vezvet Jopic, e zeo me so caus, o tont d’en disfia da eva. Birviqen na vijen en em gensolet, ma viie erruet gantàn evel gant Philip. — He bien, eme Simon, credi a ràn n’en em amuzot mui da ober c’hoariou fall er guis-se. Guelet e rit penaus an distêra tra a c’hoarvez eus a guementse, e zeo d’en em ober droug ha da vont da gousqet d’ar prison.





CHABISTR IV.


Simon a Vontroulez a so indignet a enep ar re a oüal—drêt an anevalet.


Bale a remp tranqilamant var hent Brest, pa glêvjomp en ur c’hroashent e pehini e voamp tost erru, leoudoueou spontus ha toliou bas horrubl a rê calz a drous ; mes na velemp netra. Ractal ec’h erruas-ur c’har gouall garguet, sternet eus a zaou varc’h hepqen. Ar marc’h bleyn-a voa discaret, hac evel michanç an tolliou fouet n’o devoa qet allet laqet anezàn da zevel, ar charetour brutal a guemeras ur gueneuden hac a bile var costeziou al loen paour, pehini na save qet buannoc’h evit se.

Ha foll oc’h-hu, eme Simon a Vontroulez !