hac a voe difunet ur moment ennòn, dre an effet eus a varo va zad. Gouscoude, pell da inspira dìn nep aoun, ar sònjeson-se a voe meurbet agreabl dìn, hac em bije desiret e vije en em disqeuzet speç va zad d’am daoulagad ; rac n’em boa nep aoun dious e bresanç, na allien esperout nemet e venidiction, ha ma vije deut evit va c’hlasq ha d’am c’hass gantàn, em bije bet muioc’h a joa eguet a spont. Un nôsvez e chommis cousqet, va speret carguet oll eus ar sqeudennou-se ; vardro anternôs e voen difunet en un tol count, hac en eur digueri va daoulagad, e credis guelet, demeus sclêrijen al loar, figur va zad, goloet gant ul lincel venn, hac ous en em delc’hel en e za var hed tri bas demeus va guele. Sailla a ris ractal var leur ar gampr, en eur leusqel ur griaden a joa ; mes a boan e voen va-unan em za, na appercevis mui netra. Allon, a lavaris diouzìn va-unan, n’en deo an dra-ma nemet e ur fals-apparanç eus va speret troublet. Neuze, mezus ha qeuzeudiqêt eus ur sempldet pehini a gaven coupabl, en em strinqis d’an daoulin dirac va guele, hac e criis eus a fonç va c’halon : O va Doue ! pardonit un desir hac un esperanç impi. Nan, an ene a so distroet en hoc’h asgre, n’en em bella mui evit dont a nevez var ar bed-mâ eus a vizer. Deomp-ni eo da êchui hon exil, evit gallout mont ivez d’en em unissa dêc’h ha d’ar re o deus hon c’huittêt. En anavezout a ràn, ô va Doue ! n’en deo roet da zen marvel ebet da benetri dre hent ar sqiantchou
Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/274
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
268
ŒUVROU DALIF