Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/285

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
279
A FURNEZ.


Sonjit ha comzit mad, na dromplit den ebet,
Bet contant eus ar pez a vezo dêc’h roet ;
Na voal-drêtit james ho paour-qeaz dleour,
Bezit just, serviabl, memes d’hoc’h adversour ;
Da voneur ho nessa anvi na zouguit qet,
Ha tavit var ar pez a vo dêc’h confiet ;
N’en em vantit james, mirit mad ho secret,
Bezit Doue da sqüer, hac e viot parfet.






PROVERBOU.


————


1. Depordit d’an abardaez da lavarat hac én so bet caer an devez, ha d’ar maro evit jugi ervad eus ar vuez.

2. Hentit tud honest, hac er vezot ivez.

3. Ar fêçon da rêi a dalvez muioc’h eguet ar pez a roer.

4. Bezit mud pa roit, ha comzit pa roer dêc’h.

5. Ne zeus qet a adversour dister.

6. Gant al lagad, na gant ar religion, na vadinit james.