ive souden d’an dud. Beza e zeus broyou e pere an drêtamanchou fall grêt d’an anevalet, a zo punisset herves al lezennou. An-dra-se a seblant dìn just. Mes en Breiz-Izel, e pelec’h ne medi qet an usach-se, e carfen e vez disqeuzet gant ar bis ha livret da vepris an dud a fêçon, nep piou benac zo barbar aoüalc’h evit beza brutalliset ur marc’h pe ur c’hy, qercoulz evel evit beza scòet ur re benac fêploc’h eguetàn, na ell pe na voar qet en em difen. En em drompla a rafen calz, ma n’en deo an den-hont emedomp o paouez quittât, qen lach evel ma zeo cruel. Mes goude tout, na gomzomp mui eus anezàn, pa zeo bet punisset qen buan eus e vrutalite, dre ar feat memes eus ar brutalite-se.
Simon a Vontroulez a ro da santout an oll avantajou eus ar scoliou e pere ar vugale en em zesq an eil eguile, dre an descadurez mutuel.
En eur aruout en Brest, ec’h ejomp da loja, evit tremen diou nosvez, en un hostaliri vian ha modest, tostic da dôr qær. An hostizes e devoa tri buguel, daou bautr, pe eus are ar mab hena en devoa vardro unnec vloaz, hac ur bautrezic a zeis pe eiz vloaz. Simon, pehini a bep amzer en deus caret ar vugale, en