Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
Simon

gnunez, a broposas coannia oll assembles, en eur baea peb-hini e scoden. E broposition a voe approuvet gant an oll, hac en em laqjot gant joa ous taul, da zebri ur zouben vad, qig ha patates.

Er moment ma êrujomp en hostaliri-se, e voa daou ozac’h er gueguin ous en em disput ferm. Na êchuent qet c'hoas , memes pa zoat dious taul, hac e cuntinuent d’en em dascani, o guenou leun a voued. — Lavarat a rin dit c’hoas, eme unan, ar pez a meus lavaret cant guech c’hoas dit : Tremen trégont vloaz zo e labouràn an tam parq-se , ha na anavezàn nemet se. — Mes, vantre-chien, eme eguile, tremen trégont vloaz so ivez ec’h eus tor d’en labourat, pa ne apparchant qet dit ! — Penaus ! neo qet din-me ar parqiq—se ? - Nan, hac er prouvin dit. Va actou a meus, hac ar c’hadastr a brouvo ivez penaus an tam douar-se a apparchant ous va farq-bras. — Me ra goab dious da gadastr, hac e labourìn ar c’hoign-se evel m’em eus-én grêt bete vremàn. — Ne labouri qet anezàn. - Eo, eber a rin. — Procedi a rimp. - Evel a guiri. — Coll a ri, rac prescription a so. — Ret e vezo prouvi-se. — Grêt e vezo. — Oh ! un tribunal zo e Castellin.

Arça, eme Simon a Vontroulez, hac êchu oc’h eus—hu souden ? Pe evit youal pe evit debri e zomp-ni amâ ous taul ! — Ur frippon eo, a fell dezàn en em ampari deus va madou, eme unan eus an daou chicaner. — Un haillon eo, eme eguile, a brofit eus va re-me abaoue trê-