Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/40

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
Simon





CHABISTR VIII.


Conversation Simon a Vontroulez gant ur paour, ha qentel vad evit an dud orgouillus hac ar feneantet.


Na rejomp nemet tremen e Castellin, hac e partijomp qerqent evit Qemper. Ne voamp qet Ur c’hart-lêo a Sant-Herve, pa deuas an den yaouanq a vin mad, mes guisqet goall fall, da c’houlen an aluzen diganeomp. Simon dabord a sellas outàn gant attention, has a lavaras dezàn : Oh ! Oh ! va mignon, trista micher a rit evit hoc’h oad ! Penaus-ta ! bras ha crén oc’h ; ne alfac’h-hu qet labourat, elec’h chom evelse var an hent da zeport an dremenedi evit o importuni ? Na ouzoc’h-hu qet eo mezus qement-se, pa zo diou vrec’h mad evit gounit ar vuez ?

Ar Paour. — N’e meus qet a labour, Autrou.

Simon. — Peseurt micher a ouzoc’h-hu ?

Ar Paour. — Meur a hini a ouzòn.

Simon. — Goaz a ze. Guell eo nonpas caout nemet unan hac er gouzout ervad, eguet gouzout fall meur a hini. Marteze eo dre ma ouzoc’h re a vicheriou, na rit nicun eus anezo. Peseurt micher en devoa ho tad ?

Ar Paour. — Va zad a voa qere e Benac’h.

Simon. — Perac noc’h eus—hu qet heuillet e vioher ?