Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/45

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39
a Vontroulez


Simon. — Oh ! oh ! mac’h uz evelse, n’en deo qet a dremp vad. Ret eo dezàn padout betec ar fin, rac er moment ma quitta ac’hanoc’h eo, marteze, ar moment e pehini e zeac’h da nonpas caout mui ezom eus anezàn. Allon, va mignon qèz, resination, paciantet ha fermder ! Countit gant se var madelez Doue, ha pa vezot en em dennet eus ac’halesse, bezit sonch emeus diouganet se dêc’h. Adie, den venerabl.

Al Labourer — Beach vad ha bennos Doue eus ho conseillou mad, Autrou qèz.





CHABIST X.


Téneridiguez Simon a Vontroulez, ha conseillou a ro var sujet un tremenvan hac un invantor.


Cetu ni arruet e Qemper : na voamp qet rentet a qæt, ma cundu Simon a Vontroulez hon den yaouanq d’ar fabriq podou pri, evit e bresanti d’ar mestr. N’en deo qet necesser lavaret penaus, arauc tout, en devoa bet ar soign da examina ervad paperou ar paour yaouanq evit en em assuri petra voa ; rac Simon en devoa re a brudanç hac a furnez evit en em raporti da gaujou un avanturier. Presantet gant Simon, evit pehini e voa calz a gonfianç hac a gonsideration, ar pautr yaouanq-se na elle qet