Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/47

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
a Vontroulez

e zeo re dener o c’halon evit guelet un den ebars en affliction. Na sonje qet e vije un deneridiguez meulabl an hini a laqa da anconnac’hât qement so d’an hini a sant anezi, ha na gundu qet da sicour an nessa.

Simon a Vontroulez a c’halvas mab-caer Guillou a gostez, hac a c’houlennas outàn : Louis qèz, e pez stat e mâ an afferaou ? — E slat vat, herves a meus guelet. — Guell a se, eme Simon ; mes, lavar dìn, me a ped, perac neo qet laqet ar sciel var ar c’houfr, var magasin ha var baperou da dad-caer ? — Penaus ! sonjal a ra dêc’h e zeo absoluamant necesser ober ar frêjou-se ? Na zisputimp qet certenamant etrezomp, ha n’hon eus neb affer eus ar justiç. — An dra-se so rêsoni fall. peguement benac ma zeo rêsonamant un den honest ; mes arabat eo james neglija e netra ar formaliteou ordrenet gant al lezen. An neb a ra al lezennou-se, a sonch mad enno, a veüra anezo, hac e tleomp ivez sonjal penaus, mac’h adoptont anezo, o deus santet mad e zoant necesser ; rac erfin, muioc’h a ouzont eguedomp-ni. Un tad a famill a varv, e vadou a za da veza partaget : an dra-se a ranq beza sclêr mad, evit na vezo biqen nep chican. Ur voyen vad, evit beza bepret d’accord, eo da nonpas caout da zisput var an interest, rac an interest eo a vrouill an darnvuia eus ar famillou. Hac ouspen-se, da dad-caer a voa er c’hommerç ; rac-se en deus creançourien ha dleourien, hac e vezo ret regli an afferaou ; hoguen, important